Tremenet dre Teixeiro (N634) e leac'h oun bet lojet en un Hotel. Plijus tre. Ar perc'henerienn zo bet divroet e Bro Suiss pad ho buhez. Ar mab, zo bet savet gant ar vamm goz e Bro Spagn. Deuet war an oad, o deus savet un hotel evit ar mab. Ar pez a emgav amañ alies. Ar re ho deus great mat e broioù all a deu endro evit diskouez !
Deac'h meurzh 25, beac'h dehi dre ar menezioù ertrezek AS PONTES kevelet gant Lesneven. Digemeret gant Anton Ferreiro ha Charo Cuba. Plijus-tre avat. Disheñvel ouz Lesneven dre ma zeus industriez amañ
- Ur greizenn electric boueted gant glaoù eus bro Indonesie (Amañ oa glaoù betek 3 bloaz-so, met beuzet eo bet ar vengleuz evit ober dre-dan gant an dour)
- Stalhioù a bep seurt, giz unan da ober milinoù-avel
- ...
Pa mezo tro e kountiñ deoc'h
Hirio, e zan da veladenniñ ar vro gant Charo, Manuel (e goaz) hag Anton
(diouz ar mintin, merc'her 26 a viz mae e AS PONTES)
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire