mardi 1 juin 2010

Emgavet e Santander

Setu emgavet ar paotr e Santander
Ne lavarant ket eo echu pegwir e meus ar mor da dreuziñ.
Evit ar velo, echu eo goude 2 600km dre ar Sierra Span ha Portugal

Ar skolajidi e deus graet din ur souezadenn gant Beatris.
Dre Bellgomz o deus graet ur goulenn a-bep heil
  • Penaos `mañ an amzer
  • Hag an digemer gant ar bobl
  • Daoust ha skuiz out
  • Hag ar velo, daoust ha kudennoù peus bet
  • Penaos eo am endro
  • Hag an amzer, Tomm, yen, ...
  • E pe leac'h e maout
  • Peseurt kudennoù peus bet
  • Daoust ha skuiz out
  • ?
  • ?
Goulennoù plijus, tro 'mo da goutañ un dervez all

DD

mardi 25 mai 2010

"heñvel ar vro e giz e Bro Leon ma vefe e kreiz ar menezioù ARE

En ur emgavout e As Pontes, kevelet gant Lesneven, e meus sonjet:
"Heñvel ar vro e giz e Bro Leon ma ve e kreiz ar menezioù Are! C'hwez bernioù maïs, Chatal frissonne er parkeier, devet ar peuriñ war ar parkeier araok kempenn an douar, sklenn teo war an tiez, nevez graet an "ensilage" peuriñ, barroù glao hag avel, n'eo ket tomm, va sae-stamm e meus ranket lakaad, trakterienn john Deere, ...

Setu petra eo huñvreal !!!

Emgavet e AS PONTES

Kuitaet Santiago dar lun 24 a viz mae dindan ar glao ...
Tremenet dre Teixeiro (N634) e leac'h oun bet lojet en un Hotel. Plijus tre. Ar perc'henerienn zo bet divroet e Bro Suiss pad ho buhez. Ar mab, zo bet savet gant ar vamm goz e Bro Spagn. Deuet war an oad, o deus savet un hotel evit ar mab. Ar pez a emgav amañ alies. Ar re ho deus great mat e broioù all a deu endro evit diskouez !

Deac'h meurzh 25, beac'h dehi dre ar menezioù ertrezek AS PONTES kevelet gant Lesneven. Digemeret gant Anton Ferreiro ha Charo Cuba. Plijus-tre avat. Disheñvel ouz Lesneven dre ma zeus industriez amañ
  • Ur greizenn electric boueted gant glaoù eus bro Indonesie (Amañ oa glaoù betek 3 bloaz-so, met beuzet eo bet ar vengleuz evit ober dre-dan gant an dour)
  • Stalhioù a bep seurt, giz unan da ober milinoù-avel
  • ...
Met bremañ zeus beac'h dre ma zeus digresk e Bro Spagn. Amañ 20% dilabour !

Pa mezo tro e kountiñ deoc'h

Hirio, e zan da veladenniñ ar vro gant Charo, Manuel (e goaz) hag Anton

(diouz ar mintin, merc'her 26 a viz mae e AS PONTES)

jeudi 20 mai 2010

O lugudenniñ dirak ar mor ...

Betek Bremañ, "dic'hastin" (gant respet deoc'h) war velo nemet e Burgos, e Salamanca, E rio Gouero, e Porto, E Montalegre (Er menezioù e ti Manuel Branco), E Vigo (gant Christophe hag Anna pe gant Carola hag Alex). Hirio, Emgavet er c'hamping de 12 eur hanter dindan an heol bero
( >30 derez): Da genta, debriñ "poulpo" fritet gant ur banne "vino blanco". Goude, eo ar ganadenn. Pa vezeur o pourmen gant ar velo eo ret gwallc'hiñ alies evel just. Goulennet ganin e pelec'h gwallc'hiñ ha sec'hañ. "sec'hañ !!!" C'hoazet din ... "Daoust ha ne zeus awalac'h a heol, emezi ?".

Ar mor, 'zo traoñ ar c'hamping, goulennet penaos mont di rak tro-dro d'ar c'hamping zeus drefier. Un nor zo digor a-us. Diskennet war ar reier evit mont en dour: Brrr! yen-skas eo; gwelloc'h e din mont er poull-neuñial er c'hamping. O tistreiñ, e velan un drezenn pelloc'hig. Deomp di. Kudenn ebet lakaad an treid hag ar penn en dour. Plas zo, va unan en dour!

Chomet ur pennadid hag en dro dar gear. Ne c'hellant ket chom da rouzañ war an treaz ! Ur gwir leoniz: Atao krog an dra bennak ! Met tomm eo, ur c'houskai a zafe ganin en disheol evel just.

Dihunet ar paotr. Chom a rañ ur pennadig da sellet ouz ar mor glas, ar menezioù goloet gant ar balan melenn tro-dro... Pegen brao !

(skrivet dar yaoù 20 a viz mae er c'hamping Portosin da 5 eur en disheol... del ur banne Cerveza zafe ganin, seac'h kras eo va c'hourlanchenn)

An dervez a grog diouz ar mintin

Va zad a lavaere: "an dervez a grog diouz ar mintin" Evitan oa 5 eur an eur da sevel!
Betek bremañ, e saven da 7 eur evit kregiñ gant ar velo da 9 eur. Gwir eo, amzer da ramañs ha da renkañ an traoù. Deac'h, savet da 7, aet gant an hent da 9 eur; heol c'hrill da 10 eur hag ar paotr DD o lugerniñ war an hent. Sarret ar c'hamping kentañ, setu graet 80 km dre 35 derez !!!
Hirio, n'oun ket bet paket, savet da 5 eur, war velo da 7 eur... Evel just da 10eur hanter, chomet a-sav da veladenniñ "castro de Baroña" war roudoù ar Gelted hon tadoù yoù ! (ur gartenn meus kasset da skolajidi Diwan Gwiseni). Da gentañ oan war al leac'h, amzer da azezañ e kreiz ar gear koz war ar reier er penn-enez dirak ar mor. Endudi ! Va spered oa liammet gant an dud an amzer dremenet ...

Va zad a lavare ivez pen deve lakaet e voutoù da sul war ar pemdez oa un dervez "kaka".

(Skrivet dar yaoù 20 a viz mae e Kamping Portosin, 50 km ouz Sant Jakez)

dimanche 16 mai 2010

E Vigo emgavet dindan ar glao met deut eo an amzer vrao en dro

Tudoù,

Kuitaet Manuel e Montalegre met graet meus ur pennad hent gant e oto evit tostaad ouz Vigo.
E Cortegada neus lesket ac'hanon war bord ar "Rio miño" (an ñ a dalvez gn da lavaret "Migno").
Me sonje din e vefe aes e teid ar steir ! Me amañ, n'eus netra da ober ar menezioù zo aze.
Setu, deomp etrezek Vigo. Evel just, ur sao 4 km evit kregiñ dindan al latar. Nebeut goude brumen, evit echuiñ gant barroù glao !!! Me lavar deoc'h pebez micher abaoe 10 dervez ...
Tostaad 'ran ouz Vigo, war ar gartenn ne velañ nemet hentchoù "autostrada" pe "autopista". Penaos ober evit mont e kear ? Goulennet an hent meur a vech... Ben ar fin kavet ganin N120 etrezek Vigo, dreist! Nepell ar panelloù a deu da vezañ glas hag an hent gwarezet gant railhoù houarn en daoù du; emgavet war an "autostrada". 'Tra da ober evit en em sachañ kuit. Deomp dezhi, sevel a ra soun ... Un eur evit emgavout en neac'h. Neuze didan ar glao e velañ kear Vigo war ar menezioù o pilat er mor.

Nebeut goude, emgavet DD e ti Christophe Lagadec (ginidig ouz Plouider) hag Anna Martinez.
Un digemer c'hwek evel just, gleb-tailh ar paotr ! An dra-se oa di gwener 14.

Ar sadorn 15, amzer da veladenniñ kear Vigo ... War droad !

Ar sul 16, e zan war droad betek ti Carola Diaz bet o labourat e Ti ar Vro e Lesneven. Brezhoneg ganeomp evel just. Pegen plijus komz brezhoneg e bro Spagn !
Amañ, n'eo ket e giz Breizh, ar prejoù dre vras
  • Debret 'vez war dro 3 eur
  • Koañ war dro 10 eur noz
Ouzpenn, 'z'eus un eur difor etre ar Spagn hag ar Portugal. Setu n'eo ket aes din en em lakaad barz ar jeu. N'eus forz.

Deac'h, ar sul 16, omp bet o veladenniñ "Castro de Santa TREGA" e kichen Pontevedra, war roudoù ar Gelted. Plijus evel just.

Kenavo dizale

DD

PS hirio, lun 17, eo gouel ur skrivañier, ne vez ket labouret. Mont a reomp da Santiago da vanifestiñ evit ar yez.

vendredi 14 mai 2010

daou zervez e ti Manuel Branco e Montalegre

Tudou,

Dindan ar glao oun emgavet e ti Manuel Branco tad ur mignon din ouz Brest
Manuel, mansoner war e vicher, zo war e leve etre Brest ha Montalegre amañ
e Portugal e leac'h m'eo ganet.
Divroet eo bet abred pegwir en deus klasket tec'het kuit ouz ar vro dre amzer Salazar.
Paket er Spagn ha toullbac'het pad daou viz.
E pad e vuez eo bet e Breizh o sevel tiez.
Savet n'eus ivez un ti e Portugal evit diskouez da dud ar vro n'eus ket kollet e amzer...
hag n'eo ket ken ur "skrab-e-zac'h"

Manuel n'eus lavaret din, meur a-hini o deus graet evel, evit diskouez d'ar mondianet chomet er vro, int zo bremañ paour !

Mercredi dernier, je suis arrive chez Manuel Branco, le pere d'un ami de Brest.
Toute sa vie a construire des maisons en Bretagne. Il n'a pas perdu son temps comme les "mondianet" restes au pays: Pour leur faire "la nique", tous les travailleurs etrangers font des maisons voire des palaces pour se venger de la pauvrete de leur naissance. Comme en bord de mer, ces maisons sont inoccupees sauf un mois de l'annee et encore!

Da gentañ, pinvidigezh ar vro eo an dour red. Stanket vez an draoniennou evit ober dre-dañ.
War dro 7 stal betek Braga. An neil o tiwerañ barz eben. Awechou eo toullet ar menez evit kas an dour etrezek ar staliou. Savet 'vez ivez kantadou milinou avel evit an dre-dañ. Setu ano ebet ouz an nukleel!

La richesse du pays, les centrales hydrauliques. Il y en a 7 entre Montalegre et Braga. L'eau descend d'une centrale a un autre avec parfois des percements de la montagne pour collecter davantage d'eau. Bien sur, il y a des centaines d'eolienne dissiminees dans la montagne. Ici pas de nucleaire !

Labour zo evit an holl. Ur park zo ivez e giz hini an Arvorig. Implijet vez tud evit ober war dro an endro. Ar baisanted 'vez sikouret ivez evit derc'hell chatal er vro. Gwelet meus unan gant e drenc'h e tigeriñ goueriou ! Unan all, o tiouall peder buoc'h dindan ar glao gant un disklavier.
Dizale 'vo ar brug, ar balan gwenn ha melenn en o fleur, un tammig re adred oun deuet amañ.
Ha geo, restoranchou zo e pep lec'h e kreiz neb-lec'h ha tud e barz. Ur c'hovat evit dek €uros dant ar gwin!

Ne c'hellan ket lakaad poltriji evit ar poen war ar blog
Dont a reio !

'ken un taol all

DD

PS: E Vigo oun emgavet dindan ar glao evit chenc'h